Pellgargañ ar gerioù kar benvegad benvegenn benvegig binioù laz-binvioù
benveg
Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.
benveg
benveg labour-douar
benveg
Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.
Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.
N'eo ket barrek war ar benveg, rak stlejañ a ra war an ton, ken eo tristidik ha hiraezhus.
[...] lagad ebet ne dennen a-ziwar vizied an dall o kas en-dro dornikell ar viell. Ya, met eus pelec’h an diaoul pourchas ar seurt benveg ?...
Bez’ e oa e Priel daou gure, hag ar yaouankañ, an Aotrou Derrienig, a ouie seniñ n’eus forzh petore benveg ijinet er bed-mañ.
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.
Yen-daonet e oa, pa lavaran, o vezañ ma lovee tro-war-dro en donvor ur bern skorngrec’hioù, darn diouto ken uhel, dimp da welout hag ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol, ha gant ar c’hast avel a rae, tu ebet ne gavjomp ar mintin-se da seniñ d’ar Saozon nag ar God save the king nag ar Marseillaise, rak kerkent ha ni o paourantiñ war ar pont, skornañ a reas an eoul hag an dour e ribouleroù ar binvioù kouevr.
Dre-se, daoust d’o chanolioù, d’o zarzherezed ha d’o mindrailherezed, tremen poent a oa, gouez dezho, d’al listri bezañ binvioù a garantez etrevrodael koustet pe gousto.
Kerkoulz ha gant Gonzague ha meur a hini all am eus dija graet meneg diouto, koll amzer ho pije graet o lakaat war an tabier dirak an houad-mañ un danvez bennak na selle ket rik ouzh e venveg, ar hirvombard, pe ouzh ar gensonerezh : Doue, brezel, istor, lennegezh, douaroniezh, n’intente ger eus ar seurt sorc’hennoù.
Doue ne laosk nemet un archer hepken war doull e dor, Sant Per, ur c’hozhiad kuñv anezhañ, ha n’eus gantañ benveg ebet nemet e alc’houezioù.
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel-krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Ma ! ha bremañ, evidon da vezañ ur c’hozhiad e varv gwenn, daoust ha ma tegouezh din ur wech an amzer klevout Paotr e Falc’h o lemmañ e venveg en-dro d’am gwele, n’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !
Ha ni hep an dougerien ret evit kas war al lec'h ar binvioù hag ar bevañs a oa ret, ne oa ket anv evidomp neuze da gregiñ gant al labour e diabarzh ar vro, ar pezh a oa bet betek neuze meno hor rener : ret e oa chom da lojañ e kêr, ha mont war an dachenn gant ar c'harr-tan, o vezañ ma oa dre eno pennadoù hent hag a roe tu d'hen ober.
Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.
Techet e vo ivez ar boliserien da vont dousikoc'h dezhi abalamour d'ar c'hameraioù, d'ar binvioù foto, d'ar gazetennerien ha/pe d'ar stourmerien e karg deus ar c'hleweled a vo ganeoc'h.
A bep seurt binvioù a c'hall talvoudus neuze, diouzh an degouezh : gitonoù, traktoù, prezegennoù dibunet gant uhelgomzerioù, treuzwiskamañtoù deus ar c'hentañ-tout, t-shirtoù gant ar memes liv hag ar memes frazenn skrivet warne evit reiñ ur skeudenn unvan eus deus ar strollad.
Ar binvioù kehentiñ all e-pad an taol
Arabat deoc'h ankouaat eo gwelloc'h nac'h reiñ digor d'ar poliserien evit bezañ tapet fall... ar pezh a vo tu d'ober, ar wech kentañ bepred, pa zeufont diniverus hag hep ar binvioù ret.
An teknikoù kinniget da heul n'int ket graet evit kemer plas binvioù evel chadennoù, armlocks -korzennoù houarnaj e-lec'h ma lakaer e zivrec'h- pe necklocks -kadranas moto e stumm un U hag e vez staget en-dro d'ar gouzoug-.