Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo gwar ennañ. Kerniel lemm gwariet en adreñv he deus an antilopenn. Kostez ar c'harr zo gwariet. Ar rod-mañ zo gwariet. 2. Dre ast. (db. ar ar c'homzoù, ar skridoù) A zistres ar wirionez. Barnadennoù gwariet an aozer war an darvoudoù.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ez-eeun ez eas war-du enni, gantañ en e zorn ur wareg a ziskoueze bezañ graet en he fezh eus ur flammenn-dan hepken, ruz, moan, gwariet, o tridal warni, evel gant mall da dec’hout ha da lazhañ, ur saezhenn stuc’hennet-ruz, hir, gourzreinek, lemm, kriz, taer, luc’hedheñvel.

1923
Daveenn : SKET p.111

A-douez e vlev melen tev ha rodellek e tiboufe ur re gerniel kole-tarv (3), lemm ha gwariet-sebezus, a luc’he evel arc’hant ouzh bannoù al loar.

1923
Daveenn : SKET p.50 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 50, trede dilinenna[ñ], lin. 5, e lec’h « e vleo melen teo » lenn « e vleo melen stank »).

Ar balmezenn, gwernheñvel (4) ar c’hef anezhi, a sav uhel-uhel a-us d’ar bodoù-kelvez he fennad barroù evel pluennoù gwariet-flour.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Eus e benn d’e dreid edo e gorf-holl gwariet-koant evel ur gammed-rod.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

damdost d'an tour e welan ar garnel gozh gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarzh ha hirvarvek ; ha stok ouzh ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouzh ur wareg-enor gant e [sic] deir bolz gwariet-flour.

1929
Daveenn : SVBV p.17

Ar berc'hennez a oa un ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kentañ. Unan a c'hiz koz, izel ar solioù anezhi, ha gwariet holl ar pleñchod gant ar c'hantvedoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Ho poulienn zo ken loariet / M'en em gav ho skiant gwariet / Hag e wrac'hit diotachoù.

1960
Daveenn : PETO p65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial