1. Danvez skañv a vez borc'het gant kevnid na reont ket neizhioù hag a vez kaset ha degaset gant an avel.
Steuñvet eo ar wennig war al lann.
DHS. gwiad-kevnid.
HS. krañch-koukoug.
2. Plant geotennek a gaver stank er parkoù, dezho bleunioù gwenn, o anv spesad Thlaspi arvense.
Ar wennig a voug ar beterabez.