Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949-950 (Mae 1924)

Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Kreñv a gorf hag a spered, hep pleg na displeg, ha, pa zigore warnoc’h e zaoulagad gwer-c’hlas [sic], eeun ha sklaer, ar skiant-vat enne a bare.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial