I.
Ag.
1. (db. ar vugale)
A vez atav o firbouchal, fri-furch betek re.
Ur bugel gwidal a vez atav o redek war-lerc'h e fri. Dont a reas da vezañ gwidal : ret e oa dezhañ gwelet pep tra, stekiñ ouzh pep tra.
HS. abil.
2. Rust ha drouk.
Ar bugel-se zo gwidal : reiñ a ra taolioù botoù d'e vamm.
3. Dre zismeg
Gouest da douellañ evit tizhout e bal.
Itronezed gwidal. Ur bugel gwidal.
DHS. ganas, trubard.
4. (db. an dud deuet)
Skañv ha douget da verc'heta, da baotreta.
Ar re all ac'hanomp a oa gwidaloc'h, o nijal eus an eil bleuñvenn d'eben.
DHS. gadal.
5. (db. ar santadoù)
Hedro.
Ma devosion-me a oa gwidal-mat, techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.
II.
G. (ls. -ed)
1. Bugel abil, troet d'ober gwalldroioù, da douellañ.
Ur gwidal eo ar bugel-se.
2. Kañfard, kampinod.
Ur gwidal out. Deiz Sul ar beuz e vez dishualet ar widaled.
3. Den gouest da douellañ evit tizhout e bal.
Kement breuriezh ha strollad gwidaled zo. Ar strolladoù gwidaled zo deuet a-benn eus o zaol hudur.
Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.
Me n'am boa gwelet nemet chapeliou hor Sent koz, houmañ ne greden ket e oa eur chapel anezi ; gant he bankou koad stok-ouz-stok, he mogeriou gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel eur menaj merc'hodenn, he delwennou plastr, en eur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hada devosion en eneou, ha ma hini-me a oa gwidal mat, ha techet da vont e maez an aroudennou pleustret gant an holl.
1944
Daveenn :
EURW.1
p32
Ar re all ac'hanomp, a oa pell gwidaloc'h eget Abalor.
Ar re all ac'hanomp, a oa pell gwidaloc'h eget Ab Alor.