1. Troienn a dalvez d'ober anv eus un hollad na zibuner ket penn-da-benn an elfennoù anezhañ.
Gwez-sitron, gwez-mouar, gwez-palmez hag all. Diboullañ foenn, kolo, mouded hag all. Louzoù evit ar red-kof, an danavenn, ar flus-gwad hag all.
2. Troienn a dalvez da verkañ e lakaer e penn kont ar pezh a anver dres dirazi.
Avaloù-douar plusk hag all. Ar wern a gouezhas er mor gouel hag all.
An Drouized a vez graet diwar gelennerien uhel, skrivagnerien war danvez an doueelezh, an eneelezh, ar speredelezh, hag all.
An Drouized a vez graet diwar gelennerien uhel, skrivagnerien war danvez an doueëlez, an eneëlez, ar speredelez, hag all.
1909
Daveenn :
REZI
p. 5
Mar bez mat an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'hentañ Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegezh, hag ijinoù kaer hon Gouenn, hag all, dirak bodadeg ar Poellgor a-gevret.
Mar bez mad an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'henta Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegez, hag ijinou kaër hon Gouenn, hag all, dirag bodadeg ar Pouellgor a gevret.
1909
Daveenn :
REZI
p. 13
hag all
1931
Daveenn :
VALL
autre
ken diaes hag all
1931
Daveenn :
VALL
pg aussi
Kristenien hag all
1931
Daveenn :
VALL
autre
Tout ar peurrest a zo Ledemsav, da lavarout eo rannvroelourien, gwerzhet d'ar C'hallaoued hag all, kemplegourien, ha me 'oar me
Tout ar peurrest a zo Led-Emsav, da lavarout eo rannvroelourien, gwerzhet d'ar C'hallaoued hag all, kemplegourien, ha me 'oar me