Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Tapout en-dro. [1954] […] ha pa felle dezhañ adtapout da vihanañ ul lodennig eus e wenneien, kenavo emberr !... diwar neuze na liv na roud ne veze gwelet eus va c’hanfard. 2. Adkavout pe gounit e renk, e blas, a-nevez. 3. Mont war-zu ul lec'h bennak hag en em gavout gantañ. Adtapout hent Pont-'n-Abad. 4. ADTAPOUT KROG EN UDB. : dont a-benn da lakaat zorn en-dro war udb.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Poent e oa adtapout an amzer koufonet o labourat war draoù ha na oant ket gouest da c'hounit bara dimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.169

A-benn ur miz bennak pa veze perc’henn ur sal-debriñ skuizh o klevout an hevelep kanaouenn digant Toto : « Mettez donc ça, je vous prie, sur ma note ! », ha pa felle dezhañ adtapout da vihanañ ul lodennig eus e wenneien, kenavo emberr !... diwar neuze na liv na roud ne veze gwelet eus va c’hanfard.

1954
Daveenn : VAZA p.177

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg