Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Renad m'emañ ar galloud gant un impalaer. 2. Dre ast. Bro pe vroioù ma reer gant ar renad-se end-eeun. HS. impalaeriezh. 3. Dre skeud. Bro pe aozadur galloudus meurbet. Un impalaerded divuzul e oa deuet Keltia da vezañ. II. Istor (gant ur bennlizherenn-dal) Prantad ma oa renet Frañs gant un impalaer. An Impalaerded kentañ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

35. Darn a ra douet pe hi a voe merzheriet gant Maksentian pe gant Maksimian rak [an] tri a uzurpe neuze an impalaerded, eleze : Kustantin peheni dre suksesion paternel en devoe kontinuet an impalaerded ha Maksentius mab da Vaksimian peheni a voe graetanvet gant ar Romaned « augustus », ha Maksimian a voe anvet « sezar » gant ar re diouzh [an] Oriant[.]

1576
Daveenn : Cath p26-27

An Impalaerded a zeu dre choaz hag ar Rouantelezh a Frañs dre heritaj.

1732
Daveenn : GReg pg hereditaire (L'Empire est électif, & le Roiaume de France est hereditaire.)

proviñsoù, ha priñselezhoù an empalaerded

1732
Daveenn : GReg pg (Les) cercle(s de l'empire d'Occident, les Provinces & les Principautez de l'Empire qui ont droit de se trouver aux diettes)

Mahomed an eil en anv a gonkeras daouc'hant Kêr, daouzek Rouantelezh, ha daou Empalaerded

1732
Daveenn : GReg pg (Mahomet II) conquit (200 Villes, 12 Roïaumes, & les deux Empires de Trebisonde, & de Constantinople)

An Impalaer Konstantin lesanvet ar bras, eo bet ar c'hentañ hervez Eusebius, pehini en deveus bet ordrenet da holl sujidi e impalaerded, donet da viret ar Sulioù hep dispañs ebet

1732
Daveenn : GReg pg dimanche (Constantin le Grand fut le premier qui, selon Eusèbe, ordonna par une loi expresse, de celebrer reguliérement le Dimanche par tout l'Empire Romain)

empalaerded

1732
Daveenn : GReg pg empire (Etats d'un empereur)

impalaerded

1850
Daveenn : GON.II pg impalaerded ou empalaerded (empire, l'étendue des pays qui sont sous la domination d'un empereur).

empalaerded

1850
Daveenn : GON.II pg impalaerded ou empalaerded (empire, l'étendue des pays qui sont sous la domination d'un empereur).

"impalaerded" gg.

1923
Daveenn : SKET p.182, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Empire, puissance impériale".

Douar an Impalaerdedoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.71

O beli a skignont da bell hag e savont impalaerdedoù bras.

1924
Daveenn : SKET.II p.71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial