1. Dre zismeg prl.
Tamm maen, maen bihan pe grenn.
Stekiñ ur gailhenn gant beg e votez. An nor, a bep tu eus an dachenn-c'hoari, a oa merket gant div gailhenn.
DHS. grouan.
2. Seurt kailh.
Diouzh kondon an douar e vez tennet kailhennoù.
Ar c'hailhennoù skinoberiek.
N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnienn ebet o tiwanañ war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilhañ war e c’horre pe o c’hourvez en e gondonioù, na ouvezje Manos ha Bena an anv hag ar perzhioù anezho.
N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnïenn ebet o tiwana war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilha war e c’horre pe o c’hourvez en e goundouniou, na ouvezje Manos ha Bena an ano hag ar perziou anezo.
1923
Daveenn :
SKET
p.39
Kailhenn [zo un] : anv roet d'un tamm kalet ha didalvoud a vez kavet en to. Implijet e vez evit ober fae war dud zo : « Ur gailhenn a zen ».
Kailhenn [zo eun] : ano roet d'eun tamm kalet ha didalvoud a vez kavet en to. Implijet e vez evit ober fê war dud 'zo : « Eur gailhenn a zen ».