Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Klask gounit (ub.) gant komzoù kaer evit kavout udb. DHS. likaouiñ, lubaniñ. 2. Ober al lez da (ub.). Bremañ ez eont da gañjoliñ merc'hed. II. V.g. Ober al lez da ub. Dont a reont da dud yaouank, hep dale e komañsint kañjoliñ. Karet kañjoliñ. DHS. merc'heta, paotreta, turzhunelliñ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

kañjoliñ

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (caresser pour avoir, &c. de quelqu'un), (une fille), (compter des) douceurs (des fleurettes au sexe)

kañjolet

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (caresser pour avoir, &c. de quelqu'un), (une fille)

ned eus tra a gar kement ar merc'hed, evel kaout lorc'h, ha bezañ kañjolet

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (la faiblesse des femmes, c'est d'aimer qu'on les flate, & qu'on les cageole)

karet kañjoliñ, pe, bezañ kañjolet)

1732
Daveenn : GReg pg coqueter (se plaire à la cajolerie)

- Ha me, me 'gav brav da zent gwenn, ha da zaoulagad mor, ha da dal uhel ha kaer, ha rodelligoù da vlev... plijus d'ar merc'hed o c'hañjoliñ !

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial