Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
22
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Soudard, martolod a embreg ar c'hanolioù, ar binvioù-brezel dre dan. E-giz kanolier en doa graet e amzer-servij. Ur c'hamp kanolierien nepell eus kêr. [1954] [...] hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien. 2. (impl. da stn. en e furm venel) Bag-kanolierez : bag vihan armet gant ur c'hanol pe muioc'h.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

kanonier

1732
Daveenn : GReg pg canonier

kanolierien

1732
Daveenn : GReg pg canonier

kanolier

1732
Daveenn : GReg pg canonier

kanonierion

1732
Daveenn : GReg pg canonier

Kalz a ganolerien a zo bet lazhet.

1850
Daveenn : GON.II pg kanolier (Il y a eu beaucoup de canonniers de tués).

kanolierien

1850
Daveenn : GON.II pg kanolier

kanolier

1850
Daveenn : GON.II pg kanolier

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Daveenn : SVBV p7

Diwezh deomp d'en em bentañ, e kimiadjont diouzh ar walc'hlec'h, e pignjont d'hor c'hambr, hag ur pennad goude, me a ziskennas a-gevret gant tri ganolier all da evañ tri pe bevar litradig gwin ruz.

1929
Daveenn : SVBV p13

karr-tan kanolier

1931
Daveenn : VALL pg autocanon

kanolierien

1931
Daveenn : VALL pg artilleur

kanolier

1931
Daveenn : VALL pg artilleur

Ul letanant-koronal kanolier a roas dezho an ali da ziskenn etrezek ar c'hreisteiz, kentoc'h eget treiñ ouzh ar c'hornôg ha mont marteze en arbenn d'ar "bleiz".

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Hogos bemnoz e veze ivez martoloded all o prejañ war hol listri-ni, ha hervez ar reolenn peb a dortad a rankent ober, rak ur wech e tichañsas din klevout hon eilgabiten o kenteliañ ar ganol[i]erien oc’h ober ouzh taol war-dro kouvidi an deiz-se ; « ha taolit pled, paotred, emezañ, mar gwelan unan hepken eus ho mignoned estren e-tailh d’ober goude koan ur gammed war ar pont kuit a ruilhal raktal a-hed e gorf, kraouiet e viot ganin holl gwitibunan ! »

1954
Daveenn : VAZA p.103

Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.

1954
Daveenn : VAZA p.123

War-raok ez ae ivez gant ar gensonerezh, peogwir e teuas er bloavezh goude-se da vezañ letanant, rener laz-seniñ ur rejimant kanolerien.

1954
Daveenn : VAZA p.144

Ofis publik ar brezhoneg