Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Stad a levenez, a chañs ; mare ma tro kement tra a embreger da vat. Bezañ en e verzh. HS. brud. & Berzh-diverzh : taolioù mat ha fall a zegouezh gant ub. a-bep-eil. 2. Darvoud, degouezh kaer pe obererezh dibar a dro da vat. Un taol berzh kaer. II. Trl. A. OBER BERZH. 1. (db. an dud, o oberoù) Dont a-benn mat eus kement tra a embreger, kaout disoc'hoù mat. Graet en deus berzh en e arnodennoù. & Plijout d'an dud. An diskouezadeg he deus graet berzh. O abadenn a ra berzh forzh pegement. Hini eus e oberennoù ne reas berzh. ES. kazeg. 2. (db. ar plant) Kreskiñ mat, fonnus. Ur wezenn dibennet ne ray ket berzh. HS. brud. B. (db. an dud) KAOUT BERZH WAR UB. ALL : kaout beli, aotrouniezh warnañ. Ar vistri hag ar vevelien, en ur ger ; holl ar re o deus berzh war ar re all hag ar re a rank sentiñ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

"berzh" g.

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Succès, fortune, prospérité".

Un amzer a beoc’h don, a verzh dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan emañ holl hen-zanevelloù ar pobloù evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o vevañ e frankizennoù heoliek koadoù ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.66

Ober berzh er brezel.

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Être heureux à la guerre".

Ober berzh (Notennoù, VI, 33)

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fleurir, prospérer (en parl. d’un genre littéraire)".

ober berzh

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "prospérer, faire florès, faire merveille, avoir des succès".

"berzh" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Prospérité, succès".

berzh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg berz

berz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg berz

Ma gourenerien a-gostez Benac’h, ma saverien-[b]erchenn a-gostez Kallag, ha ma stlaperien maen-pouez a-gostez Mael-Karaez, a reas berzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun. Holl annezidi ar c'harter a hañvale ober berzh, hag an holl anezho, broudet gant an elbig hag ar spi d'ober gwelloc'h c'hoazh, a ouestle dreistad o gounidoù d'ar c'hinklañ.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Berzh a reas Bigot, hep ket a var, ha talvoudegezh e labour a voe anavezet ha meulet e-maez Breizh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Berz[h] bras a reas ha degemeret e voe an opus francigenum er broioù all, abred pe ziwezhat.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial