Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. Lodenn galet ar c'hondon. Er gwazhioù-dour hepken e kaved ingal ar garregenn. Toullet e voe ar garregenn hag e sinklas un eienenn dour. HS. karreg. II. B. 1. Karregad. Ne gaved war ar c'harregennoù all nemet redennoù dour aet da hesk. Karregennoù dislonket gant menezioù-tan. 2. Tamm maen bras er mor, er stêrioù pe war an douar. Kuzhet dindan ar garregenn zo evel un doenn a-dal d'ar mor. Ur ruilhenn zo sanket er garregenn war ar ribl all. DHS. kleger. HS. karreg, roc'h, roc'hell.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Hervez De Martonne, arabat e vefe envel ria pe aber ur seurt traonienn-vor na vije ket sanket, un tammig d'an nebeutañ, e karregennoù kalet evel re Vreizh, Galikia, h.a.; hervez Amerikaned 'zo avat, e c'heller ober ivez gant ar gerioù-se evit genaouioù ledanoc'h, a bign al lanv enno, ar stêrioù oc'h echuiñ en ur blenenn.

1943
Daveenn : TNKN p17

Evit studiañ an douar, an doare gwellañ a oa heuliañ ar stêrioù hag ar gwazhioù-dour, rak enno hepken e kaved ingal a-walc'h ar garregenn.

1985
Daveenn : DGBD p71

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial