Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Gouhin metal da c'holeiñ penn ar biz a ro tu da bouezañ war an nadoz hep bezañ gloazet ganti. Ur veskenn da wriat. 2. Dre heveleb. Gwerenn zo dister he dalc'had. N'eo ket ur werenn hoc'h eus lakaet din, ur veskenn eo. II. Dre heveleb. LOUZAWOUR. 1. Doare kibig a zalc'h ur vezenn pe ur graoñenn-gelvez stag ouzh ur wezenn, ouzh ur bod. Ur veskenn vezenn, beskennoù mez. 2. Beskenn-an-Itron-Varia : plantenn he anv spesad Digitalis pupurea, dezhi bleunioù limestra heñvel a-walc'h ouzh beskennoù gwriat. HS. bruluenn. III. KORF. Tamm kroc'hen a c'holo mezenn ar c'halc'h. HS. pod-mezenn.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

beskenn

1499
Daveenn : LVBCA p35 (deel pour mettre ou doy pour coudre, pour garder le doy de blecier)

beskenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dé (à coudre)

ur veskenn arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg (un) dé (d'argent)

beskenn ur vezenn

1732
Daveenn : GReg pg gland (Le gobelet, ou la calotte du gland.)

beskennoù

1732
Daveenn : GReg pg dé (couverture du bout du doigt pour coudre)

beskennoù mez

1732
Daveenn : GReg pg gland (Le gobelet, ou la calotte du gland, p.)

beskenn

1732
Daveenn : GReg pg dé (couverture du bout du doigt pour coudre. id ë, qenn-bès, peau du doigt.)

beskennoù

1850
Daveenn : GON.II pg bésken (Dé, petit instument dont on se garnit le bout du doigt pour coudre. Pl.)

N'hellan ket griat, ankounac'haet em eus ma beskenn er gêr.

1850
Daveenn : GON.II pg bésken (Je ne saurais coudre, j'ai oublié mon dé à la maison).

beskenn

1850
Daveenn : GON.II pg bésken (Dé, petit instument dont on se garnit le bout du doigt pour coudre).

beskenn

1850
Daveenn : GON.II pg bésken, kenn (Dé, petit instument dont on se garnit le bout du doigt pour coudre).

Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

beskenn

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beskenn

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial