Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Koef bras Bro-Dreger. [1954] Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh !

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ar gatiolenn 'ta, koef bras Landreger, pennober ar vroderezh hag ar fererezh ! e gwirionez, ul lestr aozet gant dantelezh hepken evit merc’hed va bro, hini ar vartoloded, ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe ‘vel divaskell evned bras an donvor.

1954
Daveenn : VAZA p.32

Ya, pegen laouen e vezen bep tro ma tigouezhe din gwelout o veskañ, o tiveskañ hag o fraoñval kel lies a vouchouer [sic, vouchoueroù] a bep seurt liv, gant ar c’hatiolennoù gwenn-erc’h o plavañ a-us dezho, ha tamm ebet ne veze mezher du ar gwazed evit o digoantañ !

1954
Daveenn : VAZA p.33

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

En ur jardin all emañ-hi, ma mamm-gozh, bremañ, gant he c'hatiolenn, he brozhioù bras hag hec'h istorioù sorserien.

1992
Daveenn : EAZB p.125

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial