Kompagnunezh (II).
Na bourrus eo da gavandenn. E kavandenn ar venec'h.
&
(impl. da anv unan)
Ne vije ket ur gavandenn blijus.
&
Trl.
Ober kavandenn da, ouzh, gant ub., kaout kavandenn gant ub. : e zaremprediñ.
N'on ket troet d'ober kavandenn gant an holl. Ne raent ket muioc'h a gavandenn ouzh ar bobl. Pa c'hoantae d'ur verc'hig kaout kavandenn gant ar baotred, e veze heget.
&
[2015] Ober kavandenn da, ouzh ub. : delc'her kompagnunezh dezhañ.
Ma c'hi ha ma c'hazh am boa d'ober kavandenn din.
[2015] Dont a rae Aretí bemdez da ober kavandenn din.
Soñj ec'h eus eus hennezh a oa en em strinket diwar ar pondalez-diavaez rag-enep warlene ? Dont a rae Aretí bemdez da ober kavandenn din. Ma harpet he deus kalz. A-c'houdevezh omp deuet da vezañ mignonezed.