1. Obererezh reoliet ma adlavarer ur son en ur bomm pe en ur werzenn.
Ar genganez zo o ren er werzaouriezh-se. Kenganez ar c'hensonennoù, kenganez ar vogalennoù, kenganez vesket. Reolennoù ar genganez e krennvrezhoneg hag e kembraeg.
&
(impl. da anv unan)
Ur genganez silabennek eo kenganez brezhoneg ar Grennamzer.
DHS. enklotenn.
2. Yezhon.
Kenganez ar vogalennoù : anadenn soniadel kar d'an heñveladur, anezhi ur vogalenn war ar vogalennoù all en ur ger a ra d'ar re-mañ heñvelaat outi.