1. Eus kêr Roma an Henamzer, a denn da gêr Roma an Henamzer ha d'he impalaeriezh.
An impalaer roman. Ar peoc'h roman, an arme, ar gwir roman. Ar sifroù roman : enebet ouzh ar re arab.
&
Trl.
Gresian-ha-roman : a denn d'ar C'hresianed ha d'ar Romaned war un dro.
An Henamzer, an arz, ar gouren gresian-ha-roman.
2. RELIJ.
[1622, 1732] Eus kêr Roma, a denn da gêr Roma sellet outi evel sez an Iliz katolik ha lec'h annez ar Pab.
[1622, 1732] An Iliz katolik, abostolik ha roman. Al liderezh roman. An Iliz katolik ha roman.
M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.
M. Petra eo'n doctrin Chrysten? D. An heny en deues bet disquet deomp Iesus-Christ, pan beue voar an douar, hac a disq deomp an Ilis Catholic, Apostolic ha Roman.
1622
Daveenn :
Do.
p6
M. Petra a gredit-hu dre ar feiz ? D. Kement a zelc'h hag a gred hor mamm sant[el an] Iliz katolik, Apostolik ha roman, ha spesialamant an artikloù zo aretet er Gredo.
M. Petra a credit hu dre an Feiz? D. Quement à delch hac a cret hon Mam Sant Ilis Catholic, Apostolic ha Roman, ha specialamant an articlou so arretet e-n Credo.
1622
Daveenn :
Do.
p10
Petra a gredit-hu dre ar Feiz ? D. Kement a gred hag a zalc'h hor mamm santel an Iliz katolik, apostolik, ha romen, ha spesialamant an artikloù a zo aretet er C'hredo.
Petra à gredit-hu dre ar Feiz? D. Quement à gred hag à / dalc'h hor Mam santel an Ilis Catholiq, Apostoliq, ha Romæn, ha specialamant an Articlou à so arretet er C'hredo.
1677
Daveenn :
Do.
p11
sifr roman
cyfr Roman
1732
Daveenn :
GReg
pg chiffre (Romain)
kredenn unvan an iliz Romen
credèn unvan an Ilis Romen
1732
Daveenn :
GReg
pg communion (de l'Eglise Romaine)
disklêrasion eus a gredenn an Iliz Katolik, abostolik, ha Romen
disclæracion eus a greden an Ilis Catolicq, abostolicq, ha Romen
1732
Daveenn :
GReg
pg confession (de foi, déclaration des articles de la Foi de l'Eglise Romaine)
Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.
disclærya var e lè, penaus ez credér, qement a gred, hac a zesq da gridi, hon mamm Santel an Ilis Catolicq, Abostolicq, ha Romaen.
1732
Daveenn :
GReg
pg confession (faire sa confession de foi)
An Iliz katolik, abostolik ha romen
An Ilis Catolicq Abostolicq ha Romen
1732
Daveenn :
GReg
pg apostolique
ar feiz katolik, abostolik, ha romen
ar Feiz Catholicq, Abostolicq, ha Romen
1732
Daveenn :
GReg
pg (la Foi) Catholique (Apostolique, & Romaine)
Ar c'han gregorian, pe ar c'han roman, pe ar c'han eus an Iliz, pe ar c'han-plaen, a zo ar c'han ambrozian, pe kan sant Ambroaz, korrijet, kresket ha rentet publik dre 'n Iliz gant sant Gregor, Pab kentañ en hanv.
Ar c'han Gregoryan, pe ar c'han Roman, pe ar c'han eus an Ilis, pe ar c'han plean, a so ar c'han Ambrosyan, pe can sant Ambroaz, courriget, cresqet, ha rentet publicq dre'n Ilis gand sant Gregor Pap qentâ èn hano.
1732
Daveenn :
GReg
pg gregorien (Le chant Gregorien, ou le chant Romain, ou le chant de l'Eglise, ou le plein chant, le chant Ambrosien corrigé par saint Gregoire Pape premier du nom.)
Ne c’hellit gouzañv beleien / A zo katolik ha romen, / Pa na deuont da gaout mat / Ho le hag ho fazi, timat.
Ne c’hellit gouzaon beleien / A zo katolik ha romen, / Pa na deuont da gaout mad / Ho le hag ho fazi, timad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.103
Tri diegezh Gallo-Frank, deut moarvat diouzh ar Reter, a zigouezhas a-gevret, betek un douar gouez war-lein menezioù Are, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant ur soudard roman e anv Skrinius.
Tri diegez Gallo-Frank, deut moarvat diouz ar Reter, a zigouezas a-gevret betek eun douar gouez war lein meneziou Arre, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant eur soudard roman e ano Skrinius.
1944
Daveenn :
EURW.1
p8
An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.
An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouz an dilerc’hiou koz a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, beziou, chapeliou, ha dreist-holl dismantrou roman.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.210
Chom a reas ar vro-se feal ouzh patromoù sevel koshoc'h, roman pe romanek.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 8
Bez' e c'hellje bezañ lezet anezhañ en Teseion pe en Agora roman.