Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. H.b. Obererezh kestal (I A). Kest a vo e-pad an oferenn. Ober kest. B. B. 1. Gwechad kestal. Ober ar gest. Ober ur gest arc'hant. Graet e vo ur gest dilhad ha boued. Ur gest frouezhus. 2. Kest-ed, kest-gwinizh. : graet gwechall gant ar bersoned. HS. klask. II. Trl. skeud. Kest-kest : den a vez atav o klemm, o kestal (II B). Kest-kest a bad pell.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

kest

1659
Daveenn : LDJM.1 pg queste

kest

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kést (Quête), kester

kestoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kést (Quête. Pl.)

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

Savet abred, ur wenanenn / A zistroe d'he c'hest laouen / Gant ur bec'h mel he doa kavet, / Dre ar prajoù war gant boked.

1867
Daveenn : MGK p114

Pep hini en devoa bet truez eus stad ar peskaeter. Ur gest a zo bet graet er bourk ha war ar maez. An aotrou kont, an aotrou person, an aotrou kure o deus roet pep a damm mat a arc’hant : trawalc’h a zo bet dastumet evit ober ur vag nevez da Yann.

1925
Daveenn : BILZ2 p.149

D'an 11 a viz Meurzh 1903, Celtia a zigoras ur gest etre he mignoned evit sikour pesketourien Vreizh-Izel, paouraet gant an diouer sardined.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial