[1929] Den a vever en e ser e-pad ur prantad hir pe hiroc'h, en devez an hevelep boazioù, a gaser gantañ ar memes obererezhioù.
Eno en doa bet evit kile ha mignon Yann ar Fusteg. Antronoz e tistroas ar roue d'ar c'hoad e-ser un nebeud kileed.
[1929] Va c'hile ne chomas ket da sellout ouzhin.
&
Kile-skol : kamalad skol.
HS. kamalad, keneil, kenseurt, mignon.
Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »
Da heman, anezan danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »
1923
Daveenn :
SKET
p.68
"kile" g. [...], liester "kileed" (ger kozh ; iwerzhoneg "cele" [...]).
Ha ne [z]oujez ket ar marv ? — Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro deomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskediñ gant e skoed, ha n’eo ket eñ hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ?
Ha ne doujez ket ar maro ? — Penaos hen doujfen ? eme ar paotr yaouank. Dalc’hmat en-dro d’eomp, dare da zont d’hor galv, d’hor gwaskedi gand e skoued, ha n’eo ket hen hor breur, hor c’heneil, hor c’hile ?
1924
Daveenn :
SKET.II
p.44
Va c'hile ne chomas ket da sellout ouzhin, eo moarvat ! Pa oa peurdorret hon naon hag hor sec'hed ganimp, pep hini ac'hanomp a dennas e yalc'h-vutun eus e c'hodell da dao ! Sed bep a chaokadenn etre hor c'hildent ha mat pell zo !
Va c'hile ne chomas ket da sellout ouzin, eo moarvat ! Pa oa peurdorret hon naon hag hor zec'hed ganimp, pep-hini ac'hanomp a dennas e yalc'h vutun eus e c'hodell da dao ! Sed beb a chokadenn etre hor c'hildent ha mat pell-zo !