Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1867, 1931, 1960] Rust, tagnous, drouk dre imor fall, h.a. Gwilhoù, ar bleiz kivioul. Perak eo kivioul en andred ma hini gozh ? Pa vezer o vevañ diwar ar bern, ne vezer ket ken kivioul ouzh an estren. C'hwi zo ker kivioul en disterañ poan a zeu da stourm ouzhoc'h. 2. A-wechoù. Rust, taer. Santout a rae en e izili nerzhioù ken kivioul o tirollañ. & (impl. dirak an ar. a heuliet gant un ak.) Tra ma komze e tic'haste ur c'hivioul a daol botez ouzh ar grugell.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kivioul

1850
Daveenn : GON.II pg kivioul (Brusque. Bourru. Fâcheux. Farouche. Incommode. Qui se plaint toujours).

Neuze, izel e lost, Laouig ar bleiz kivioul, ouzh ki sant Rok a dosta sioul, lavar dezhañ, ouzh e veuliñ, ez eo kuilh, ma'z eo un dudi !

1867
Daveenn : MGK p7

kivioul

1931
Daveenn : VALL pg bougon, bourru

N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Mesaer o paouez dilezel Ar bagad deñved ' vire reizh Hor person ' zo bremañ ezel Eus breuriezh kivioul ar Bleiz.

1960
Daveenn : PETO p22

Gant tud kivioul ha droukmennet / 'Enep din oc'h bet kelennet.

1960
Daveenn : PETO p46

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II ne oa bet kavet ar ger-mañ gant ar Gonideg nemet e geriadur ar Pelleter.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial