Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh zo kontrol d'udb. Fellout a rae dezhañ ober ar c'hontrol. Eñ a lavare un dra ha me a lavare ar c'hontrol. & Trl. C'hoari ar c'hontrol : mont a-enep. Gwechall, pa veze an amzer o c'hoari ar c'hontrol, e veze spontus saveteiñ an eost. & Ar c'hontrol-bev, ar c'hontrol-kaer, ar c'hontrol-mik : ar c'hontrol penn-da-benn. Faos eo ar pezh a lavarit, ar c'hontrol-mik eo zo gwir. Me a fell din ober ar c'hontrol-bev. 2. Tr. adv. ER C'HONTROL : en un doare kontrol. N'o deus ket gouezet brudañ o stal, o c'hevezerien er c'hontrol, zo deuet a-benn da vezañ anavezet-kaer.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hoari kontrol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg contredire, controller

c'hoari kontrol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) cabrer

er c'hontrol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (au) contraire

er c'hontrol holl

1732
Daveenn : GReg pg (à) contre sens (à rebours)

kalz a faot na vez den onest, er c'hontrol-bev visius-bras eo

1732
Daveenn : GReg pg bien-loin (qu'il soit homme de bien, il est très vicieux)

pell-bras da vezañ den onest, ez eo er c'hontrol visius-meurbet

1732
Daveenn : GReg pg bien-loin (qu'il soit homme de bien, il est très vicieux)

ar c'hontrol bev

1732
Daveenn : GReg pg contre-pied

ar c'hontrel holl

1732
Daveenn : GReg pg contre-pied

neb a ra ar c'hontrol-bev da ul lezenn, da ur gustum

1732
Daveenn : GReg pg contrevenante (ante)

ober ar c'hontrol-bev d'e bromesa, d'e garg, da ul lezenn, d'ar gustum

1732
Daveenn : GReg pg contrevenir

ar c'hontroll

1732
Daveenn : GReg pg (le) contraire

er c'hontrol

1732
Daveenn : GReg pg (au) contraire

er c'hontrol-bev

1732
Daveenn : GReg pg (tout au) contraire, (à) contre sens (à rebours), (tant s'en) faut

e kontrol-bev

1732
Daveenn : GReg pg (tout au) contraire

c'hoari ar c'hontroll, ar c'hontrell

1732
Daveenn : GReg pg contrarier

lavaret ar c'hontrol d'ar re all

1732
Daveenn : GReg pg contredire

hep neb lavar kontrol

1732
Daveenn : GReg pg (sans) contredit

C'hoari ar c'hontrol

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kountrol (Contrecarrer).

Na fell ket lezel da goue[zh]añ kentañ kelaouenn vrezhonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete-vremañ. Ar c’hontrol eo, ret eo labourat eviti, ha kreskiñ ane[zh]i bepred. Ur poent a enor a dle be[z]añ evidomp.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

kontrer

1909
Daveenn : BROU p. 218

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

1944
Daveenn : ATST p.71

Abaoe am eus-me gwelet n'eo ket ar re bet savet e kolajoù strizh ar veleien, eo a veze, pa oant digouezhet er vuhez, ar re ar muiañ doujus outo nag ouzh ar Relijion, ar c'hontrol.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

1944
Daveenn : ATST p.53

Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.

1944
Daveenn : ATST p.64

Er c'hontrol e manifestadeg Gwengamp, e miz Here 1975, e oa ur roll hir a c'houlennoù evit ar skol, ar radio-tele, ar vuhez ofisiel.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Ha dre ma lakomp penn er Su, an amzer, e-lec'h mont war dommaat evel ma vijed o c'hortoz, a ya er c'hontrol war freskaat : distanoc'h e oa e Casa eget e Bourdel ; ha freskoc'h e-tal Inizi Canarias eget e-tal ar Marok.

1985
Daveenn : DGBD p15

An Ao.Utterson a reas e doare da chom goude disparti ar re all. Ne oa ket un dra dibar, er c'hontrol zoken e oa c'hoarvezet alies-tre.

2012
Daveenn : DJHMH p32

Ha pa oa bet staget da adsevel ar chantele adal ar bloavezhioù 1240 ne oa ket tost e vefe bet distrujet an holl savadur kozh ! Er c'hontrol !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Er c'hontrol, arabat degas deiziataerioù na karnedoù darempredoù a c'hallfe sachañ evezh ar polis.

2015
Daveenn : DISENT p91

Evel m'hon eus bet tro da lâret c'hoazh e vez disrannet an enebourien gant ar stourm difeuls, pa c'hoarvez ar c'hontrol-mik gant ar feulster.

2015
Daveenn : DISENT p51

Ho pediñ a ran da dalañ d'ho tailhanterezh, a-benn pemp deiz ac'hann, an diandell a 200.000 euro ez oc'h ardelladour anezhi. En degouezh kontrol, emañ ho puhez en arvar da finvezañ.

2015
Daveenn : EHPEA p81

Notennoù studi

Arabat droukveskañ an termen-mañ gant an anv-kadarn "kontroll".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial