Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Lakaat (ub.) er bez. Kaset e voe e gorf da veziañ. HS. douarañ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm bez (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['be(s)j].

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

bezat

1499
Daveenn : LVBCA p37 (entrer enseulir)

Amañ ez eo beziet N, henn-ha-henn.

1732
Daveenn : GReg pg gesir (Ci git. N.)

beziet

1732
Daveenn : GReg pg ensevelir (enterrer), enterrer (donner la sepulture)

beziañ

1732
Daveenn : GReg pg ensevelir (enterrer), enterrer (donner la sepulture)

beziañ

1850
Daveenn : GON.II pg bésia (Mettre dans la tombe, dans le tombeau, dans un sarcophage. Enterrer), béz, douara.

Gant kalz a lid eo bet beziet.

1850
Daveenn : GON.II pg bésia (On l'a descendu dans le tombeau avec beaucoup de solennité).

beziañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg intéri

beziet

1850
Daveenn : GON.II pg bésia (Mettre dans la tombe, dans le tombeau, dans un sarcophage. Enterrer. Part.)

Daou zervezh a-raok edo ganeomp-ni e Kergidu, ampart ha skañv e c’har, o klask ar re vac’hagnet, ha bremañ eo beziet e bev : Hag eñ a yoa drouklivet ! Truezus e oa sellet outañ !

1878
Daveenn : EKG.II p.52

Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien.

1923
Daveenn : SKET p.19

Ar c’habiten, mamm Izabel, a zo marv. Deiz a-raok dec’h eo bet beziet en Perroz, ha va-unan, mamm, va-unan…

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

beziañ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg be(z)

Ar pep souezhusañ koulskoude eo e zalc'h. Emañ en e c'hourvez war e c'hwen, serr e zaoulagad ha kroaziet e zaouarn war e vruched. Evel pa vije bet lakaet gant unan bennak e doare da vezañ beziet.

2015
Daveenn : EHPEA p34

Notennoù studi

Roet eo "bésia" evel ur stumm eus Bro-Leon ha "béia" evel ur stumm eus ar broioù all e GON.II.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial