1. Tommadenn.
Ober ur grazadenn e-tal an tan. Ur wech graet ur grazadenn, e ranke ar re gentañ reiñ o lec'h da re all.
2. Taol-heol.
[1954] Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzaj all bennak hep teurel evezh ouzh an heol.
3. Prantad amzer domm.
Bemdez, àr an douareier, ur grazadenn a lonk dour ar poulloù.
4. Trl. skeud.
Ober krazadenn : pinvidikaat.
An ostizien a ra krazadenn. Graet en deus krazadenn gant arc'hant e wreg.
Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzaj all bennak hep teurel evezh ouzh an heol.
Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzhach all bennak hep teurel evezh ouzh an heol.