Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Poullad dour ha fank a sanker ennañ. Kreiz an hent n'eo nemet ur grenegell. Ar venec'h a zisec'has ar c'hrenegelleier. Krenegelloù hag a sac'h tud ha loened enno. HS. flagenn, lagenn. HS. gwagenn. 2. Dre skeud. Abadenn ziaes, start, kazus. Me 'garfe bezañ er-maez eus ar grenegell-mañ. HS. lagenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

krenegell

1732
Daveenn : GReg pg fondrière (terre molle & tremblante, où l'on enfonce, Treg.)

krenegell

1732
Daveenn : GReg pg fondrière (terre molle & tremblante, où l'on enfonce, Treg, p.)

krenegell

1850
Daveenn : GON.II pg gwagren, pg krénégel (Fondrière, terrain marégageux où l'on s'embourbe).

krenegelloù

1850
Daveenn : GON.II pg krénégel (Fondrière, terrain marégageux où l'on s'embourbe. Pl.)

O gwelet a eure evel m’emaint hiziv c’hoazh, evel ma vezint da viken, garv, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastroc’het gant krenegelloù hag islonkoù, teñvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfoù tud ha loened o vreinañ, a eskern, hag a zismantroù o tivogediñ.

1923
Daveenn : SKET p.79

Dasstrewet eo ar vro nesañ dezhañ gant geunioù, krenegelloù, taouarc’hegoù, a bep eil ganto brugegoù ha pinegoù.

1923
Daveenn : SKET p.96-97

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo "krénégel" ur ger graet gantañ e Bro-Dreger.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial