I.
V.g.
1. Tarzhañ.
Ur voled a gouezhas tostik dezho hag en ur greviñ e lazhas ul loen. Un taol-mor a grevas war ar reier.
2. Pemdez
Mervel.
Kreviñ gant an naon. Ma lezel a rafe da greviñ dindan ma bec'h. Ar sarpant a grevas.
HS. talpiñ.
3. Terriñ.
En un taol, ar gwiskad skorn a grevas.
DHS. c'hwitañ, talpiñ.
II.
V.k.e.
1. Lazhañ.
O kreviñ un ejen. An odivi n'eo mat nemet da greviñ an dud.
2. Dre skeud., pemdez
Gwaskañ, pouezañ war (ub.).
An dra-se a ya da greviñ ac'hanon.
3. Trl. skeud.
C'hoarzhin da greviñ e vouzelloù : kinnig mougañ gant ar c'hoarzh.
III.
V. em.
Kozh
EN EM GREVIÑ : en em zistrujañ.
Lod en em greve, en em zistruje er gourenoù. En em greviñ a reer o labourat an douar.
Ar vag gant pep lamm a sav war ar garreg : krevet an Deureugenn.
Ar vag gant pep lamm a zav war ar garreg : kreuvet an Deureugenn.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.143
Ul lamm euzhus, un taol-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anezhi hed-ha-hed, a savas anezhi, ha, pa gouezhas, ur strak : ar wern d’an traoñ a-rez ar pont.
Eul lamm euzus, eun tôl-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anei hed-ha-hed, a zavas anei, ha, pa goueas, eur strak : ar wern d’an traon a-rez ar pont.