1. (db. an dud, o izili)
Morzet (gant ar yenijenn dh.).
Kropet eo ma dorn. Kropet on holl gant ar riv. Daoust ma oa kropet ma bizied gant ar gozhni. Bezañ kropet evel an naeron e-pad ar goañv.
&
Dre ast., trl.
Bezañ kropet en e zilhad : diskouez bezañ amparfal enno.
&
Ober ur genoù krapet : kaout poan o lavaret e soñj.
2. (impl. da ak.)
Den dezhañ doareoù morzet, amparfal.
Deus amañ, kropet fall, ma teskin dit penaos kregiñ en ur skudell.
Daveenn :
GReg
pg (la goutte m'a rendu les doigts tous) crochus
kropet holl eo o bizied gant ar riv, gant an anoued
cropet oll eo o bisyad gand ar riou, gad an annoëd
1732
Daveenn :
GReg
pg (ils ont les doigts tout) engourdis (de froid)
kropet
1850
Daveenn :
GON.II
pg kropet (adj. et part.) (engourdi, presque perclus par le froid).
Ha pa vez yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivinrev er bizied, m’en asur deoc’h, n’eo ket ar vicher un dibab evit ur pennhêr pinvidik.
Ha pa ve yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivin-reo er bizied, m’en assur d’ec’h, n’eo ket ar vicher eun dibab evit eur penn-hêr pinvidik.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.104
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouzh ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouzh "motet" = difiñv, ha diouzh "kropet" na vez lâret nemet pa vez anv eus an daouarn.
"Gurudet" [a dalv] : dastumet ha morzet gant ar yenijenn evel ma ra al lapoused war o glud diouz ar goañv. Disheñvel eo ar ger-se diouz "motet" = difiñv, ha diouz "kropet" na vez laret nemet pa vez ano eus an daouarn.
1960
Daveenn :
PETO
p86
Stouet izel war al levr e oa. Kropet-tout e oa e gorf.