1. (db. an dud)
Aet bav gant ar yenijenn.
Kruget gant ar riv.
DHS. bavet, gourdet, kropet.
2. Dre ast.
Kollet gantañ e wir vent dre damolodiñ abalamour d'ar gozhni, d'ar spont, pe en abeg d'ur pouez bnk.
Kruget e oa aet ar beleg gant an oad. Un den bras evel kruget dindan e gorf. Kruget-kruget e oa gant an doujañs.
&
Bezañ kruget e zivskoaz : bezañ sanket e benn etre e zivskoaz.
Kruget e zivskoaz evel ul logodenn spontet.
HS. baotet, chouket.
3. Dre skeud. (db. ar plant)
Dister a vent en abeg d'ar sec'hor prl.
Plantennoù rouz ha kruget. Kemer a ra ar gwez un doare kruget war an uhel.
DHS. krin.
HS. krabosek, kruk.
4. (db. an dud)
Fuloret bras.
Ken kruget e oa ma verve gant ar mall da sailhañ warnañ. Kruget eo peogwir em eus tennet e c'hoariell digantañ.
&
Trl.
Bezañ kruget ouzh, war ub. : bezañ fuloret ruz outañ ub.
Kruget e oa an daou emganner an eil ouzh egile. Kruget eo ar wreg-se war he gwaz.