I.
H.g.
1. Hollad ar jestroù moumounañ a reer da ezteuler karantez ouzh ub.
2. Trl.
Kontañ lallaig : ober al lez.
Kontet en doa lallaig dezhi pell a-walc'h.
3. Trl.
C'hoari lallig : koll e amzer gant abuzetezioù.
&
Ober lallaig gant ub. : ober goap gantañ.
Krog e oant d'ober lallaig gantañ.
II.
G.
1. Bugel moumounet, bugel karetañ.
Lalligoù. Honnezh a oa lallig an holl. Lallig e vamm.
&
Dre ast.
Den erruet mat gant ar re all.
Lalligoù ar gouarnamant.
2. Paotr a blij dezhañ bezañ moumounet goude ma n'eo ket bugel ken ; paotr kontet da gaout doareoù gwregel.
HS. chuchuenn, gogez, katell, potez.