Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Eus pastell-vro kêr Roma an Henamzer, a denn d'ar bastell-vro-se end-eeun. 2. Eus ur vro, ur bobl bet dindan beli ar Romaned, degemeret ganti o yezh, o sevenadurezh. Ar pobloù, ar bed latin. & A denn d'unan eus ar broioù, eus ar pobloù-se end-eeun. An dro-spered latin. II. 1. E latin, a reer gantañ pe zo anezhañ e latin. Skridoù latin. Al lennegezh latin. & Al lizherenneg latin : a reer ganti evit skrivañ ar yezhoù roman, ha meur a hini all. 2. Dre ast. Deveret eus al latin, a denn d'ar yezhoù deveret anezhañ end-eeun. Ur yezh latin eo an italianeg. DHS. romanek.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

An Iliz Gres he deveus bet alies disput gant an Iliz Latin, war serten poenchoù eus ar feiz.

1732
Daveenn : GReg pg (l') Eglise (Grecque a souvent eu des differends avec l'Eglise Latine, sur plusieurs Articles de la Foi)

latin

1850
Daveenn : GON.II.HV pg latin

ober gwell a reas an aotrou Troude; da eil en e labourioù e kemeras an aotrou Milin, ha troet o deus war eun dro e brezhoneg al levr kaer latin de Imitatione Christi, a reer bremañ anezhañ en hor yezh-ni, Jezuz-Krist skouer ar gristenien.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial