Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Takad lec'hidek. Ul lec'hidenn noazus d'ar yec'hed. Mont da besketa war lec'hidenn Landevenneg. 2. Rannyezh. Takad dindan velez. El lec'hidenn e vez kavet bernioù chevr. 3. (impl. da anv hollek) Gouelezenn (en un endalc'her bnk.). HS. koc'hien. 4. Dre ast. Gwiskad gludek. Pa flastrer un aval-douar brein e chom ul lec'hidenn stag ouzh ar bizied. DHS. lizenn. 5. Dre zismeg (db. an dud ; dirak an ar. a heuliet gant un ak.) Eus ar re washañ. Ul lec'hidenn a zen fall.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Pignat e c'hell koulskoude ar batimantoù bras gant ar stêr Wouri betek Douala, nemet e rankont gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù; evit chom hep koll re a amzer eo e harzont e Souellaba.

1985
Daveenn : DGBD p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial