1. (db. an dud, al loened)
A gerzh en ur bouezañ muioc'h war an eil troad eget war egile, na zalc'h ket mat e gempouez o vale, abalamour d'un namm e kenvell al lez.
Ur paourkaezh den e gorf lespos. Tud lespos zo kalz e Breizh. En ur blegañ e teui lespos.
DHS. kamm.
2. (db. dilhad evel ar saeoù, ar brozhioù)
Zo berroc'h eus an eil tu eget eus egile.
HS. posles.
3. (db. ar bagoù)
Zo digempouez gantañ.
Ar vag a oa skañv ha lespos.
DHS. distabil.