Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit ar pezh a selle ouzh an Itron gaezh, dleout a rae ar vaouez-mañ bezañ taolet raktal ha gant herr e-maez al lestr, dezhi da chom keit ha ma karje en Amerika pe lec’h all, pe da zistreiñ d’he bro, war ul lestr-kenwerzh, pe dre nij, pe war-neuñv : en ur ger, er stumm a blijfe dezhi ar muiañ.

1954
Daveenn : VAZA p.112

Met kant bro, kant giz !... ne oa ket da dortañ, tu ebet ne voe kavet d’ober e Cherbourg evel e Reval, ha da herzhel enep pep gwir ouzh al listri-kenwerzh hag ar bigi all da zouariñ er porzh pe da vont aleshont pa garjent.

1954
Daveenn : VAZA p.184

Bez ’oa e korn dehou al leurgêr-se – hag e welout a ran c’hoazh ken fraezh ma ’z afen, ha me mouchet, war-eeun d’e vete ! – ur c’haer a di gant ur skritell ma lenned warni e lizherennoù aour anv ur c’hevread listri-kenwerzh o vordeal er Mor Du.

1955
Daveenn : VBRU p.52

Ofis publik ar brezhoneg