1. Paperenn voullet a ranker prenañ a-raok mont gant an tren, ar bus, h.a.
Ur bilhed nijerez, ur bilhed tren.
HS. tiked.
2. Paperenn voullet a ranker prenan a-benn kemer perzh en un abadenn bnk. pe en ul lotiri.
Bilhidi zo e gwerzh amañ evit ar match. Ur bilhed sinema, ur bilhed c'hoariva, ur bilhed opera.
3. PEMDEZ
Paperenn-votiñ.
Laka ar bilhed mat er voest !
4. Bilhed-bank : tamm paper liesliv, embannet gant ur bank broadel, a dalvez kement hag ar sammad arc'hant merket warnañ.
&
Dre verr. prl.
Ur bilhed kant lur.
5. Trl., GWECHALL
Tennan ar bilhed, [1944] tennañ d'ar bilhed : bezañ lakaet da zibab ur bilhed a-douez re all, ha diouzh an degouezh, mont d'ober e amzer-soudard pe get.
Daveenn :
GReg
pg billet (petite lettre sans cachet, & sans inscription bien souvent)
bilhejoù
bilhegeou
1732
Daveenn :
GReg
pg billet (petite lettre sans cachet, & sans inscription bien souvent)
bilhed moneiz
bilhed-mouneyz
1732
Daveenn :
GReg
pg billet (de banque, de monnaie)
ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all
ne dint ket gwest da ober an distera lizer, an essa billet, ne ouzont ket memez dre pe benn o c'houmans, a dre ze dic'halloud d'ho esplika da re-all
1865
Daveenn :
MBF.to
p. V.
Un den deus Trelêvern en nevoa kuzhet ‘barzh un toull moger ur bilhed kant lur. Pa deuas d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gant ar razhed.
Eun den deuz Trelevern en nevoa kuzet ‘barz eun toull-moger eur billet kant lur. Pa deuaz d’e doull da glask e arc’hant e oa bet debret gand ar rac’hed.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
bilhed
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg bilhed
bilhed hent-houarn
1931
Daveenn :
VALL
pg billet (de chemin de fer)
bilhed hanter briz
bilhed hanter-briz
1931
Daveenn :
VALL
pg billet (demi place à prix réduit)
Stagañ a reas gant ar binvioù, tommañ a reas ouzh ar savadurezh kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.
Staga a reas gant ar binviou, tomma a reas ouz ar savadurez kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.
1944
Daveenn :
EURW.1
p10
Gallout a rejomp tapout bep a vilhed azezet, mes me, e-lec'h chom em c'hoazez, a oa atav o redek tro al leur ha tro ar bourk, evit gwelout a-dost ha klevout an doareoù.
Gallout a rejomp tapout bep a vilhed azezet, mes me, elec'h chom em c'hoaze, a oa atao o redek tro al leur, ha tro ar bourk, evit gwelout a dost ha klevout an doareou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p70
Gant ur bilhed a vil lur e prenas Olier Sagory, an teñzorer, ur bern kasedadoù evaj, gwer, asiedoù, c'hoarioù kartoù ha dominoioù, damieroù hag all...
Gant eur bilhed a vil lur e prenas Olier Sagory, an teñzorer, eur bern kasedadou evaj, gwer, asiedou, c'hoariou kartou ha dominoiou, damierou hag all...
1944
Daveenn :
EURW.1
p.163
Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.