Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Chupenn paotr, dezhi pastelloù hir-mat. Aotrounez gwisket gant levitennoù hir. [1954] Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn [...]. [1954] Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi[.] [1955] [...] da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h. & Trl. Kouezhet eo e levitenn war e votoù : kouezhet eo an dienez warnañ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Mes, [A]otrone[z] int, a lâr darn !!! [A]otrone[z], a lâran-me ive[z] ! Hag an daou all a zo 'n em laket enep de[zhe] war ar renk, n’int ket [A]otrone[z] ive[z] ? Sellet ‘ta deus o levitenno[ù] !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Gwisket e oant evel nannbeleien, gant ur bragoù hir, ul livitenn hag un tog-kern-uhel, holl e du.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Ar gelennerien o doa anvioù germanek : Pfister, Schumacher, Werner, Kuster ; ar « pion » a oa Trahen e anv, ur Frank-Kontad, ur breur kozh e oa, damheñvel ouzh ur person kernevad, atav e vrizenn vutun etre e zaou viz, al lodenn vrasañ stlabezet war e livitenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Anaoudegezh a ris c'hoazh a-raok digoridigezh an Dalc'h gant rener ar « Clocher Breton » eus An Oriant hag e wreg, René Saib ha Madeleine Desroseaux ; gant unan kozh bihan, gant lunedoù, ul livitenn gantañ a gouezhe betek e dreid hag a oa Charlez Gwennoù, ur barzh brudet o chom e Vitry-sur-Seine ; gant un toullad aotrounez all a Bariz : Grivart, avokad, Maufra, liver, Pitet, savour-tier, Yann Ar Fusteg, den-e-karg -hemañ a gaozeas ganin e brezhoneg- h.a.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».

1954
Daveenn : VAZA p.105-106

Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.20-21

Bez' e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant va zonton, Pipi : + Jezuz, Mari, Jozeb + Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont. Evel[-]se bezet graet !

1954
Daveenn : VAZA p.21

War ar pemdez koulz ha d’ar Sul e veze war e benn un tog du a-vent gant ur rod karrigell, hag e[n]-dro dezhañ ul livitenn gant ur gravatenn wenn, met ne leme homañ, nag e roched kennebeut-all nemet a-bell-da-bell, pa teue da soñj dezhañ, e doare ma lavare an dud a-wechoù : « Ma ! klañv-moñs e tle bezañ kannerez Job ! ».

1954
Daveenn : VAZA p.116

Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou, gant ul levitenn vezher du, ha dezhañ un tog heñvel ouzh hini Churchill, met segalenn ebet ne vutune, gant aon emichañs rak foraniñ ar madoù ne oa ket ar gwir berc’henn anezho.

1955
Daveenn : VBRU p.18

Da gentañ ez ejomp hon-daou e stal vras La Belle Jardinière – breudeur ar C’hourtez, na pelec’h e oac’h sac’het ! – da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h.

1955
Daveenn : VBRU p.25

Bremaik, pa zeuy ar c'habiten / Eus ar c'hure da glask penn, / Galoñso[ù] aour e livitenn / A ray d'ar person koll e benn.

1960
Daveenn : PETO p33

Ofis publik ar brezhoneg