1. (db. ar mor, ar stêrioù)
Glann, ribl.
War lez ar mor em eus e gavet. War lez ar stêrioù e kresk an haleg.
2. (db. ar c'hoadoù)
Bevenn.
War lez ar c’hoad emañ o chom.
HS. lezenn, or.
Daveenn :
GReg
pg bord (extremité d'une chose), borne (limite)
lez ar mor
lèz ar mor
1732
Daveenn :
GReg
pg bord (de la mer)
lez an arvor
lèz an arvor
1732
Daveenn :
GReg
pg bord (de la mer)
lez
lèz
1732
Daveenn :
GReg
pg bord (extremité d'une chose), borne (limite)
lez
les
1850
Daveenn :
GON.II
pg les
lez
léz
1850
Daveenn :
GON.II
pg léz
war lez ar mor em eus e gavet
war léz ar môr em eûz hé gavet
1850
Daveenn :
GON.II
pg léz
O gwelout a rejont a-ziabell o touarañ el lec’h gwenvidik ha, war lez ar mor, o tont e tud.
O gwelout a rejont a-ziabell o touara el lec’h gwenvidik ha, war lez ar mor, o tont e tud.
1923
Daveenn :
SKET
p.113
E lez ar frankizennoù, war ribl ar gwazhioù hag ar stêrioù, e tevennoù al lennoù ha war lein ar begoù-douar koadek oc’h ensoc’hañ e-kreiz an doureier eo e savas mibien Vanos o logelloù.
E lez ar frankizennou, war ribl ar gwaziou hag ar stêriou, e tevennou al lennou ha war lein ar begou-douar koadek oc’h ensouc’ha e-kreiz an doureier eo e savas mibien Vanos o logellou.