Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Frankiz. Librentez ar galon. Librentez an teod hag ar bluenn. 2. Perzh an hini ne zouj ket ouzh reolennoù ar vuhezegezh vat en e gomzoù, e oberoù. DHS. likentez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

librentez

1499
Daveenn : LVBCA p133 ('liberté')

librentez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg liberte

bevañ en e faltazi, en e roll, en e liberte, en e c'hoant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg viure (a sa guise)

kemeret re vras liberte

1732
Daveenn : GReg pg (s') émanciper (prendre trop de licence)

al libertez frank en deveus roet Doue d'an den evit ober ar mad pe an droug, an hini a garo da choaz

1732
Daveenn : GReg pg arbitre

bezañ e liberte

1732
Daveenn : GReg pg (avoir les) coudées (franches)

librentez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg libreñtez

Klevet a reer, hiriv en amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ivez ’ta ez eus bet muioc’h a liberte eget na yoa en amzerioù-se ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.261

Dezho al "liberte" da c’hourc’hemenn ar pezh a geront, d’ar re all an urzh da sentiñ, e pep tra, evel loened mut, ouc’h ar pezh a vez gourc’hemennet dezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.

1911
Daveenn : PSEP p III

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial