I.
(ls. -où, bili)
Unanderenn bili.
Ar mor a ruilhe ar biliennoù an eil war gorre eben. Mont war an aod da zastum biliennoù mor.
&
Trl. kv.
Bezañ moal evel ur vilienn : moal-tre.
&
Bezañ yen evel ur vilienn : yen-tre, diseblant-tre e-keñver an dud.
II.
(ls. -où)
1. Erv bili.
Ul lenn dispartiet diouzh ar mor gant ur vilienn.
2. Dre skeud.
Tamm kaoc'h kalet.
Ur marc'h o kac'hat biliennoù.
[1924] Ur staotadennig en deus graet [ar maout], ha pemp pe c’hwec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…
HS. kagalenn.
3. [1659, 1927, 1931] Boled un arm-tan.
[1659] Ur vilienn blom.
Daveenn :
GON.II
pg bili, bilien (un seul de ces cailloux [Galet, caillou rond, plat et poli que la mer pousse sur quelques rivages]).
biliennoù
biliennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg bili
Ar sklerijenn-se ne bade ket pell ; mont a rae kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a sone adarre, ha neuze ne gleved nemet son ar c’hloc’h e-kreiz trouz ar biliennoù a ruilhe hag a ziruilhe diwar an eil roc’h war eben.
Ar sklerijenn-ze ne bade ket pell ; mont a rea kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a zoune adarre, ha neuze ne glevet nemed soun ar c’hloc’h e kreiz trouz ar biliennou a ruille hag a ziruille divar an eil roc’h var eben.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.95-96
Ur staotadennig en deus graet, ha pemp pe c’hwec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…
Eur stotadennig an neus grêt, ha pemp pe c’houec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.949 (Mae 1924)
Gwelit-hi, azezet war ur vilienn, oc’h ober pecheroù d’he mabig ; hemañ, gant e zaouarnigoù, a grog en bronn e vamm, a laka he beg en e c'hinou, en ur c’hoarzhin dezhi.
Gwelet-hi, azeet war eur vilienn, oc’h ober pecherou d’he mabig ; heman, gant e zaouarnigou, a grog en bronn e vamm, a laka he beg en e c'hinou, en eur c’hoarzin d’ei.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
biliennoù
biliennou
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg bili
bilienn blom
bilienn-bloumm
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg bili
bilienn
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg bili
bilienn blom
bilïenn-bloumm
1931
Daveenn :
VALL
pg balle
biliennoù plom
bilïennou-ploumm
1931
Daveenn :
VALL
pg balle
'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 3
E korn ma sal degemer, war ziv vilienn c'hlas, Lakaet digailhariñ, e vo kavet e blas.