Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tamm gwiad hir ha strizh, a dalvez da ginklañ, da stagañ. Gwazed, ul lietenn a liv ouzh o brec'h, a oa e toull an ode. Diouzhtu e teuas er-maez an hini marv, liammet e dreid hag e zaouarn gant lietennoù. & Lietenn-vruched : a zouger war ar bruched. 2. Ent strizh Tamm gwiad hir ha strizh, a roer da ub. evit e enoriñ. DHS. medalenn. 3. Bandenn hir ha strizh, graet en un danvez hebleg. Arabat ober gant ul lietenn uzet en ho skriverez. DHS. bandenn. HS. lurell.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

lietenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg las, liéten

lietennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg liéten

Evit-se e tougfont war o skoaz dehoù ur skoulm graet gant teir lietenn, gwenn, glas ha gwer.

1909
Daveenn : REZI p. 6

"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial