lili
Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.
Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.
Eñvoriñ a reas al lili, divi dindan an heol, o vransellat [sic, vrañsellat] milzin gant an aezenn [aezhenn], war o c'horzennoù soubl-disoubl.
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lilieged