Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwiskad takennoùigoù dour a grou war ar gorreennoù ma c'hlizhenn an aezhenn dour. 2. Dre ast. [1931] Brumenn a laka al leur da vezañ riklus ha lintrus. HS. libistr, libistrenn, strouilh, strouilhenn. 3. Dre ast. [1931] Gwiskad didroc'h a goumoul izel a c'holo an oabl a-bezh pe a weler dindan stumm ul linenn strizh a-uc'h an dremmwel, pa vezer pell. 4. Rodenn-loar. An dachenn morgousket dindan lizenn damsklaer al loar. DHS. kelc'h. 5. [1850] Danvez gludek a grou war ar c'hig o vreinañ. DHS. lec'hidenn, lizadur.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

lizenn

1850
Daveenn : GON.II pg lizen

"Lizennet", "estompé". Ul lizenn, "une buée". Lizennet eo va daoulagad ; lizennet eo gwer va lunedoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

A-wechoù all, dirak ar mor dirollet, war e spered en em skigne ul lizenn, ur vrumenn a velkoni, ha neuze, goustadik, e fredone ur sonig bennak klevet gantañ en ti-nezañ, hag homañ dreist ar re all : [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Kroz hepken an taolioù-mor o fregañ war an traezh a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vouezh heñvel-heñvel an dachenn morgousket dindan lizenn demsklaer al loar.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

lizenn

1931
Daveenn : VALL pg brouillard (qui rend le sol gras et luisant)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial