I.
Doar./Stn.
A.
1. Bras e bouez.
Lourt eo ar fardell-mañ.
HS. pounner.
ES. skañv.
2. A hañval bezañ, zo pounner, tev, fetis.
Maen lourt.
DHS. tuzum.
3. Dre skeud.
Amparfal, evel dalc'het gant ur pouez.
Ar fazaned zo lourt da nijal.
DHS. lopes.
HS. pounner.
4. Dre ast. (db. an douar)
Zo karget a zour.
B. Dre ast.
1. N'eo ket flour e c'horre.
Lourt eo da douch.
&
(db. an hentoù)
Digompez, rust.
HS. garv.
ES. levn.
2. (db. ar mor)
Rust.
HS. diroll, pounner.
C. Dre skeud.
1. Diaes da c'houzañv.
Miromp e c'hourc'hemennoù, ned int ket lourt.
DHS. garv, rust.
2. Grevus.
An torfedoù lourtañ. Ur sotoni ag ar re lourtañ.
DHS. pouezus.
HS. pounner.
D. (db. an dud)
1. Dizereat, diseven.
Lourt eo e barlant.
2. Gorrek o tisplegañ, o kompren.
Ur spered lourt. An dud lourt a spered. Lourt a benn.
HS. bouc'h, pout, teuc'h.
ES. lemm.
3. Pemdez
Dougerez.
Ar gazeg zo lourt.
HS. leun, pounner.
II.
Adv.
1. En un doare amparfal, evel dalc'het gant ur pouez.
Ar yer a nij, met lourt.
2. En un doare diseven.
Lourt e komzit.
DHS. dichek, rust.
HS. gros, pounner.