I.
G.
A. Saviad ma vez stardet an dud an eil ouzh egile gant an niver zo anezho.
En em voutañ a rae dre ar mac'h hag ar prez. Bout e oa un houl hag ur mac'h ker bras gant an dud ma oa bet moustret edan an treid.
&
Dre ast.
Engroez.
[1732] Bras e oe er mac'h. Ne c'halle ket treuziñ ar mac'h a oa eno.
B. Tr. adv.
1. Mac'h-àr-vac'h : niverus, stank.
Ar bobl a yeas mac'h-àr-vac'h da breizhañ kamp an enebourien.
2. Sac'h-àr-vac'h : stardet-kenañ.
An dud a oa sac'h-àr-vac'h en diabarzh.
&
Dre ast.
Mell-divell.
Tud ha teltennoù a vo sac'h-àr-vac'h emberr.
II.
Tr. rag. am.
Mac'h bras a : kalz a.
Eno e vez mac'h bras a dud.
HS. maread.