mañch
Er Havana e kavjomp an Itron Thierry, gwreg an admiral, deut davet he fried hag e felle dezhi chom da vevañ war vourzh gant he den : un dra difennet-groñs evel-just war al listri-brezel, met houmañ a oa merc’h ar senedour Thompson, Ministr ar Verdeadurezh-Stad abaoe ur pennad brav, ha dre-se kalz hiroc’h e oa e vrec’h eget e vañch.
Ne oa ket c’hoazh peursanket hon eor e lec’hid al lenn, ma stagas kanolioù ar c’hreñvlec’h kludet ken uhel a-us kêr da dennañ a voleadoù, ha setu ma loc’has eus ar c’hae gale meur ar roue, daou-ugent roeñvier warni, gwisket evel ar galeourien [sic] kantvedoù ’oa, pep a voned ruz war o c’hilpenn hag e[n]-dro dezho un doneg varellet kuit a vanchoù.
Divañch e veze ar justin du hag e giz-se e weled mañchoù ledan an hiviz dantelezet gant ul lietenn seiz skoulmet ouzh an ilin hag un all ouzh an arzorn, ha bez’ veze ivez un torkad seizennoù moan a bep seurt liv, gwriet war bep skoaz.
Hogen, e bro ebet, nag en Amerika, e Portugal, er C’hanada, nag e Norvegia pe Sveden, pe er Meksik, neblec’h ne oa dichañset din kejañ gant soudarded falloc’h gwisket eget hor brezelourien o bragoù ruz, un druez hepken sellout ouzh o mañchoù hir pe re verr, ouzh ar vantell o tivilhal en-dro dezho e-giz ur c’hozh sac’h dindan patatez, hag ouzh o botoù tachet, ken ledan ha ken pounner.
Da c'holo ar c'horf-bras, e-pad al labour ar pezh dilhad aesañ a oa ur seurt vareuzenn lien gant peder godell ha mañchoù berr evel ma touge ar soudarded saoz er broioù tomm, aes-tre e oant o vezañ ma oa tu da dennañ kuit ar boutonoù pa veze c'hoant d'o c'hannañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mañchad