Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Boemus. Loened marzhus. Danevelloù marzhus Iwerzhon. Un degemer marzhus a-berzh un engroez diniver. HS. bamus, estlammus, estonus, souezhus.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.17

Marzhus

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Merveilleux (qui produit des merveilles)".

Ur c’hozhiad mentet-marzhus ez oa-eñ. Daou ilinad da vat ez oa an dremm anezhañ eus an eil skouarn d’eben, ha tri ilinad eus e elgez d’e dal.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

Un teñv marzhus eo a ra diwanañ ha kreskiñ en neb a vev diwarnañ ar pevar ferzh mat a ra an dud peurreizh : nerzh, glanded, furnez, madelezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.15

Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.

1929
Daveenn : SVBV p.19

Va huñvre, huñvreadenn ledan va bugaleaj, eo he doa roet an taol balaenn marzhus-se em c'halon hedro.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Dre ma rankjemp sevel abred evit hon arnodenn, kerkent ha lonket koan e c’houlennis digant gwreg an ti pelec’h e oa hor c'hambr, rak ne oa nemet ur gwele evidomp hon-daou, hag ar vaouez-se, gant koef Fouenant war he fenn, da dreiñ war-du un tammig matezh oc’h ober stamm en he c’hoazez war ur skabell, ha da c'hourc'hemenn dezhi e galleg marzhus Rekourañs : "Alo 'ta Marie, lève ton cul de là pour montrer aux Messieurs !"

1954
Daveenn : VAZA p.79

Setu un daolenn varzhus, ha bev, ha gwir, ur bam !

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.

1985
Daveenn : DGBD p17

Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial