Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Mont da welet (ub., ul lec'h bnk.). Deomp d'he gwelet, d'he frealziñ ha d'he bizitañ. Bizitañ un den klañv. Kalz a birc'hirined a yae da Jeruzalem evit bizitañ al lec'hioù santel. HS. gweladenniñ. 2. MEZEG. Arsellet. Goude bezañ eveshaet mat ha bizitet ar c'hrouadur. Bizitañ pizh ar c'hlañvour. DHS. selaouennañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

vizitañ

1499
Daveenn : LVBCA p203 (visiter)

Durant an amzer[-se] ez eas ar roue en c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze an rouanez dre an garantez he devoe komeret ouzh an werc'hez santez Katell a ye[a]s en noz ha ganti priñs an varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'an prizon[.]

1576
Daveenn : Cath p17

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

vizitañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg visiter

M. Leveret ar re [an Euvroù a drugarez] korporel. [D.] Reiñ da zibriñ d'ar re o deus naon, / Reiñ da evañ d'ar re o deus sec'hed, / Gwiskañ ar re noazh, / Delivrañ ar brizonerien, / Vizitañ ar re glañv, / Lojañ ar birc'hirien hag [an] estrañjourien, / Enteriñ ar re varv.

1677
Daveenn : Do. pp 33 & 35

Bep eil tro ez ae ar sikourerien da ober un droiad e kêr, hag i renet gant ur mestr, evit bizitañ ar reuzeudiien hag ar glañvourien en o c'hambroù hag en o zier paour.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial