— Nann, n'eo ket kouezhet etre o daouarn ; kuzhet mat eo, n’emañ ket pell ac’halen. — N’emañ ket pell ac’halen ! Kemend-all a soudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre amañ ! Ur mirakl a-berzh Doue eo kement-mañ, a-dra-sur ? — Me gredfe a-walc’h.
— Nann, ne ket kouezet etre ho daouarn ; kuzet mad eo, n’eman ket pell ac’halenn. — N’eman ket pell ac’halenn ! Kement-all a zoudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre aman ! Eur mirakl a berz Doue eo kement-man, a dra zur ? — Me gredfe avoualac’h.