1. (db. an dud)
Izil.
Blank eo c'hoazh, o sevel eus e gleñved emañ.
Tammoù bara da reiñ d'al laboused blank.
&
Trl. kv.
Blank evel ul leue : blank-tre.
Koulskoude na oa ket marv, met dinerzhet ha blank evel ul leue.
&
Trl.
Me zo erru blank ma c'hof : gwan dre ziouer a voued.
[1924] Al lezenn… graet gant piv ? hag evit piv ?… gant an hini kreñv enep an hini blank, evit ar pinvidik, ma n’eo ket enep d’ar paour !…
HS. blin, gwan (1).
2. Dister.
N'eo ket gant traoù ker blank e veze frotet muzelloù ar vugale.
&
Boued blank : n'eo ket magus.
HS. blin.
3. Impl. da adv.
Hep nerzh, gwan, kizidik.
Un dachennig hag a vogede blank a-walc'h.