Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a blij dezhañ daremprediñ renkoù uhelañ ar gevredigezh, ha kemer perzh en o abadennoù dudi. Grit ho mad, mondianed, eus teñzor ar bed-mañ. & (impl. da stn.) An dud vondian. Itron faro ha gwaz mondian. 2. Dre ast. Den pinvidik. Ar paour a bae evit ar mondian. Ne zle morse ar mondian feurmiñ e zouaroù dreist ar pezh a dalvezont. & (impl. da stn.) Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian. HS. julod.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

mondian

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mondien

mondian

1732
Daveenn : GReg pg glorieux (Glorieux comme un paon.)

Ha bemdez an aotrou person Zigor d'ur sant bennak dor an neñv en he bron. Ar mondian o c'hoarzhin lavar d'ar c'hereour : - Hiriv me a fell din ne vec'h ket mui ker paour, Setu aze kant skoed! Gorroit o ervat m'ho c'havoc'h, pa vo ret.

1867
Daveenn : MGK p28

E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.

1867
Daveenn : MGK p88

Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoianed.

1960
Daveenn : PETO p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial