Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(e troiennoù) 1. War vordo : gant lusk an dour. An higenn a vez lezet war vordo betek kreiz ar stêr. 2. [1931, 1954] Bezañ, chom, menel war vordo : termal, chom etre daou. Pa bedas ac'hanon e vanis ur pennadig war vordo. War vordo emañ. [1954] Daoust ha na vane roud ebet eus ar gouli, tizhet ha bloñset e oa bet marteze an empenn, ha d’ar mestaol-se e tamalle darn meur a wallarouez e tro-spered an Impalaer, da skouer, e bleg da chom dalc’hmat war vordo, e si d’asantiñ gant an diwezhañ hini a roe dezhañ ali, hag er c’hontrol-bev, e ziskred war an holl dud, ha zoken ar re nesañ dezhañ. HS. entremar. 3. Trl. Na ober na man na mordo : chom diseblant. Ar c'hlañvour ne ra na man na mordo.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

neuñv : lakaat war — (ur vag) ; ivez lakaat war vordo.

1923
Daveenn : SKET p.186 (Geriadur ar Skelta Segobrani, mettre à flot une barque)

bezañ war vordo

1931
Daveenn : VALL pg (être en) balance (indécis)

Daoust ha na vane roud ebet eus ar gouli, tizhet ha bloñset e oa bet marteze an empenn, ha d’ar mestaol-se e tamalle darn meur a wallarouez e tro-spered an Impalaer, da skouer, e bleg da chom dalc’hmat war vordo, e si d’asantiñ gant an diwezhañ hini a roe dezhañ ali, hag er c’hontrol-bev, e ziskred war an holl dud, ha zoken ar re nesañ dezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.159-160

Ofis publik ar brezhoneg